Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
200
kenavo…



Kenavo ! war hent ar vue
Me wel daou den seder eun de ;
Levenez o deus eur pennad,
O c’halonou a zo unan,
Enpad an devez o vouskan…
Zerr-noz ! digouezet ar c’himiad !

Kenavo ! diwean termen,
Eur pennad c’hoaz ha netra ken
En em garont hed an hent braz ;
Setu breman lec’h an daero,
Eur pok pe daou ha kenavo…
Pegoulz ? N’ouveer ket… siouaz !

Unan ac’h a gant e dam hent,
Hag egile goude kerkent,
O daou, mantret, e valeont ;
Gwech e tizroont o fennou
Evit zellet war o lerc’hou,
Ha kenavo, c’hoaz e laront…

Kenavo ! en displeg pellan
Unan zo distroet breman,
Ha d’egile e sav e vrec’h ;
Egile a deul c’hoaz eur zell
War e vignon arri pell, pell,
Ha kenavo e lar gant bec’h !