Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
193
ma filhorez vihan



Sard ez eo ma filhorez, c’hoarzin he ra dalc’hmad
Bezan ez eo eun didu d’he mam, kenkoulz d’he zad ;
Ganti kollont oc’h amzer, ha piou na rafe ket ?
An neb an eus eur bugel an eus evurusted !

An holl kichen an êlig an em gav evurus
Holl a lavaront d’ezan komzou brao, dudius ;
Eur blijadur eo ive gwelet na pegen drant
Ez eo ar plac’hig vihan en zae he badeziant !

Me ive ’m eus plijadur en kichen he c’havel,
O sonjal pegen dister on bet pa oan bugel…
Mes hi, en eur vousc’hoarzin, a zav he daou dornig
Ha me ’n eur c’hoarzin ive a lar : ma c’halonig !

O welet pegen seder ez eo ma filhorez
E teu kerkent em c’halon eun tam tristidigez :
— Petra eta zo kiriek eo red d’ar c’hrouadur,
Kavout war an douar-man glac’har, displijadur ?

Da betra na chomfe ket an den bepred laouen,
Elec’h kavout poan-spered, trubuilh, ive anken ?
Perak eta an den paour ken joaüs ’n e gavel
Eo red d’ezan kavout poan, enkrez betek mervel ?