Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
190
dirak ar mor



Da ze e lavar d’in da vouez krenv, mor divent,
— « Kar Doue da gentan, kerz goude gant da hent ! »

Oh ! pa vin pellaet, digouezet er c’hoajou,
Klevet a rin da vouez a-dreuz d’ar meneou ?

Ha ma n’he c’hlevan ket a-dreuz d’ar meneou,
Me a yelo d’he c’hlask dindan pin ar c’hoajou…

Ennê o c’houibanât e klevin an avel,
Dimeus da vouez, ô môr, hen a vezo henvel ;

D’en chilaou ma c’halon a vo ive digor,
Ha, seder, he laro : — Klevet ran trouz ar mor !

Berrât ra amzer, tostât ra d’an termen,
O mor, me a garfe n’az kwitafen biken !

Hogen pa ’z eo red d’in laret d’it : Kenavo !
Evit ’n em frealzi bemde me a gano :

O mor braz ha divent, mor kaer, mor dudius,
Pegoulz c’hoaz dirakout ’n em gavin evuruz ?


Zant-Efflam, meurz 1904.


————