Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DIRAK AR MOR


Hirvoudou


D’an aotro Cozan, kure Plistin.


O mor braz ha divent, mor kaer, mor dudius,
Dirakont adarre ’n em gavan evurus !

Deut ez on c’hoaz eur wech d’ez kwelet eur pennad.
Karout kalz a rafen chom ’n ez kichen dalc’hmad.

Da alan yac’hus, flour, war ma drein a dremen
Ha da vouez o krozal a zeblant eur beden…

Eur beden ar gaeran, eur beden peurbadus,
A zav diwar ar bed da Zoue-Galloudus.

D’an aod gant al lano e teuez ’n eur drouzal
Ha da wagennou koant a frez en eur strinkal…

En eur strinkal warnon o dour gwenn, glaz ha gwer,
Choant d’ê da laret d’in : Sell ’ta, na pegen kaer !