Da Zoue ez eo ma ine,
D’am Breiz ma nerz ha ma bue,
D’am Dousig koant ma c’harante !
A. Y.
Pa ve groet eul levr bennak eman ar c’hiz gant an oberour — herve ma zo lavaret d’in — d’ober eur c’henskrid evit lakât al levr neve dirak daoulagad al lenner.
Bezan zo oberourien ha na veint tam abed nec’het evit kavout danve eur c’henskrid. Evidon-me n’ouvean ket kaer petra skriva en penn ma levr… nemed ha displega ’rafen ennan d’am c’henvroïz penoz ha dre petore digare eo bet digouezet ganin skriva ha karout ar Brezoneg.
Siouaz, displega kement-se e vefe ober politik, hag ober politik — dreist-holl p’eman kement troad ar bolitikerien war hon goug, mar n’hon deus mui alan awalc’h da huchal frankiz — ober politik, eme eur rum-tud, a zo eun torfed heuzus, zoken pa fell difenn hon Bro, hon Yez hag hon Fe, gwasket koulskoude… Ma, nag e tigouefe d’in feuka enebourien ar Brezoneg…, c’houea tan ar gounar en kalon difennourien hon Yez, e pedin anê holl da drugarekât Komb--