Eul lec’h en pehini eman an holl doujus,
Elec’h mar kerz an dud war roudou ar zent koz,
Elec’h m’eo ar bugel d’e d’ad, d’e vam zentus,
Elec’h zo peuc’h ha de, ha noz ?
Piou n’anve ar barrouz, — o gwellan madelez ! —
Ar barrouz dibabet gant ar Werc’hez Vari,
Da vezan eul loden eus he Rouantelez,
Piou eta n’anve Plizidi ?
II
Plizidi a zeblant, pa ve gwelet a bell,
Bezan dimeus bro Lourd eun henvelidigez :
— « Perak ne vefe ket eun eil Masabiell,
» E laras eun de ar Werc’hez,
» Perak ne deufen ket da gavout eur jijen,
» En harz an iliz koant hag ouz troad ar mene ?
» Aman ma bugale a larfe eur beden,
» Aman e taoulinfent gant fe… »
Neuze — burzud dispar ! — eur zulvez d’ar mintin,
Kristenien Piizidi a zavas zouezet ;
Moueziou drant ar c’hleier a vralle gwall sklintin,
Ouz lein o zour dantelezet.
|