An holl zo mantret, rak an dudou goue
A dan hag a laz ; ar vro a zo d’ê…
Dre ma tostaont d’ar c’heriadennou,
Tud ar vro a d’ec’h, a dec’h d’ar c’hoajou ;
Eus ar c’hoajou dôn o moueziou neuze
A zav truezus war-zu o Doue…
— « Doue zant Weltas, Doue-Galloudus,
» Oh ! pella diouimp ar walen spontus…
» Mar ne chilaouez breman hon feden,
» Arvor a gouezo dindan an estren ;
» Ha ganti ive, en noz an amzer,
» E kouezo hon gouenn hag hon yez ken kaer ! »
O burzud, burzud ! Doue-Galloudus
A chilaon peden Arvor gwall-eürus…
Savet zo eur vouez dimeus kalon Breiz,
Hag an holl kerkent a zired a-leiz.
Mouez ter ha nerzus, ha mouez entanet,
Da vouez, Alan-Meur, o Roue karet !