Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
avel ar yaouankiz


» True ouz ma daerou… Kalon mam zo tener,
» O chom en han Doue, chom gant da dud er gêr ? »
Ma mignoned, d’o zro, warlerc’h en em gave :
— « Petra hon deus klevet ?… Gwir mad eo kement-se ?
» Kwitât a rez da dud, kwitât a rez da vro ?
» Red eo d’it bezan zod, ya zod, war hon menno !
» Bezan e teus kalon, ive anaoudegez,
» Petra ’ri elec’h all ? Koll da dalvoudegez,
» Ha bezan ankouaet en touez eun toullad tud ;
» Aman da vihanan, hep kavout kalz a vrud
» E c’halli ober vad… Ne gav ket d’it ouspenn
» He deus ezom da vro tud evit he difenn ?
» Perak neuze tec’hel ? Chom aman da veva
» Ha kas da sorchennou pell diouit da stoupa ! »

En despet d’aliou leun a boell, a furnez,
Roet gant tad ha mam, gant mignoned a bouez,
Ma sonj e oa groet mad : martolod e vijen,
Ha netra, nan netra, n’am distroche biken !
Hag eul lunvez-beure, en kreiz ar boan-spered,
Ar marc’h-du am c’hasas en trezek ker Naoned.
Ah ! pa oan ma-unan warlerc’h an disparti,
Ma daerou a ruilhas dourek, poanius ha kri ;
Neuze hepken, neuze ec’h anveïs ervad
Glac’har ma zudou kez, o foan, o chalonad…