Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
126
an anaon


Da ouel an Holl-Zent o deus aliez
Sonjet en poaniou an ineou kez…
A greiz-holl warne eo deut ar Maro,
Ar Varnedigez a zo bet garo ;
Evelte ive — hepdale, marvad, —
Ma ine a vo en hevelep stad ;
Evelte e teuï da c’houlen zikour,
Da glask aluzen eur werennad dour…
Neuze, ma Doue, piou sonjo ennon ?
Piou dre ar vro-man a bedo ’vidon ?
Daoust hag eur mignon, eur mignon hepken,
A glevo er c’hoat klemmou ma zelen ?
… Me a gred… An Anaon anaoudek,
N’ankouaont ket eur beden galonek !


————