Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
an anaon


Ouz lein an Nenvou, steredennet kaer,
Al loar o sevel a strink he sklerder,
Deliou ar choajou n’int ket c’hoaz kouezet,
Mes an darnvuian a zo alaouret,
Ha na c’hortozont nemed eun ezen
D’o distaga ouz ar skour da viken…
O kaeran taolen evit eun hunvre
Mar na vije kaon… — Peuc’h, en han Doue
Dre ar vro tro dro, eus an holl douriou
Ar c’hleier a deul o c’hlemmadennou,
Hag eus an draouien da lein ar mene,
N’ eus nemed eur galv : kemerit true !…
Ar c’hlaz hirvoudus a garg an douar
Gant eur voubouen zo leun a c’hlac’har…
Kerkent, o burzud ! gant ar c’hlaz galvet,
Dre-holl, en dro d’in, bue zo savet :
Ar c’hoat a zihun dimeus e sioulder,
Hag an ezennig a c’houe gwall-dener,
An deliou melen a grog da drouzal,
A goue d’an douar… Na gredan finval…
Holl a-us d’am fenn o deus tarnijet,
En dro d’am botou ez int ’n em vodet ;
Setu me nec’het ; trouz peb delien sec’h
A zeblant mouezig eun ine en bec’h !