Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
117
an nôr drailhet


Hag eur pennadig zo — avel a zotoni, —
Ar bed zo daoubennet, trubuilhet mui-ouz-mui ;
Menec’h, leanezed, breudeur ha beleien,
Servichourien Doue, mignoned ar bewien,
Holl ez int gwapeet, hargaset, harluet,
Barnet hep lealded, tamallet ha laeret.
Dirak an torfejou ken kri ha ken poanius,
Dirak ar fallente, en pep stum ken heuzus,
Kounar ar bobl kristen a deuas da grozal,
Hag ouz an drubarded e stourmas reut raktal…
En despet d’o c’halon ha d’o fe birvidik,
An nerz goue a drec’he an dudou reuzeudik ;
Kraban an Diaoul a zav zoken war an iliz,
— Petra a refomp-ni outan, ma c’henvroïz ?

Eun de, ar sperejou a zo nec’het da vad,
Keleier fall a deu hep paouez ha dalc’hmad…
— Hepdale, e larer, a vezo mastaret
An iliz kaer ha koant ’lec’h omp bet badezet ;
C’hoant o deus an dud fall, c’hoant d’ober eur vro goue,
Gant Bro ar Vretoned, Bro ar zent hag ar Fe…
Kerkent hag a bep tu an holl a vouez uhel,
A lavar kounaret ! — Biken, kentoc’h mervel !
Biken, emê, biken, ni a chomo bepred,
Kristenien, Bretoned, tud ter, pennou-kaled !