Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —

Yann a oa barz ginidik. Ar rimadellou a zaille en e spered evel dour ar vammen. Da bevarzek vloa e oa krog da vale dre Vro Dreger, gant e gi, ha gant eur plac’h vian, a oa kresket kenver ha kenver gantan e kichen e doull. Houman n’hen kwitaaz nepred. Den ebet n’hen deus envor da veza gwelet Yann ar Gwenn heb e barez. N’am eus ked gallet gouzout pe a zeuas da veza greg d’ezan, pe ma choumas d’ezan evel eur c’hoar stag outan. Pa’ n devoa Yann pevarzek bloa, e werziou a glemme a-benn neuze war dreuzou-dor ar vereriou bet tremenet ennê an Ankou gant e falc’h ; he zoniou a gane er porziou hag el liorzou epad lidou an dimeziou ; tregerni a re o vouez war dachen ar bourkou gant kleier ar vadiziant. Na oa na gouel na levenez, na glac’har hep Yann ar Gwenn, atao awennet, atao ar gwerziou hag ar zoniou o tont diouz e veuzou evel an dour-red diouz eur feunteunn.

Ar zon a gasas e vrud d’en uhellapoent a oe hini Antonaik ar Rouz. An aotrou Koat-Riou, euz an Treou, en doa laëret merc’h e verour ha kaset anezi gantan d’he gastel : awalc’h da Yann da sevel eur zon nevez. Me a zo bet luskellet em c’havel gant ar ganaouen goant-se, setu aman ar c’houblad kenta :

Deut hu ganin koantennig, deut hu ganin d’am zi,
Ne po man d’ober bemde, bemde met komandi.
Me ho lako da gousked ’n eur gwele ’tal an tan,
Mesk an tapissou voulous hag an niselliou moan.
Hag eun aval oranjez ’vo e pep tu d’ean
Hag eun eostig-lin bian ouz an treid o kanan.
Dre holl e vo lavaret, dre holl ebars ar vro,
Ez oc’h hu, Antonaïk, mestrez en Koat riou.

Ar zon-man a rede euz eur genou d’eun all. Ha setu brud ar barz yaouank azezet mad. Breman e c’halle beva gant e dra e-unan. Trugarekât e reas ar re o devoa hen dastumet bian, ha redek a reas ar foariou hag ar pardoniou, evel am eus lavaret uhelloc’h, eur zac’had kanaouennou moullet war e gein. Biskoaz barz poblek n’en devoa bet kement a dud en-dro d’ezan o chilaou e oberou. Ar Sac’h en em gave buan goullo. Ma oa kazus mouez mantous Yann ar Minouz, mouez Yann ar Gwenn a oa dudius. E-pad ouspenn hanter kant bloa ez eo bet klevet e barez hag hen o kanan hag oc’h eilgeria war dachen ar bourkou, dirag dor an ilizou hag el liorzig ar chapellou. Herve ’m eus klevet, e benn hag e gorf a vranskelle gant muzul ar werzennou ha kement-se a oa eun dra eginel da welout. Ar bobl, hep alan, batet, ha truezet, a oa stag ouz e yeuzou.

Yann en em gave dre-holl evel en e diegez. Dre-holl lec’h ma dremene e vije sellet outan gant souez ha gant truez. Barz ebet na zo bet ken karet hag hini n’en deus dellidet kement hag hen karantez ar bobl. Dall, kouls laret o tond war an douar, n’hen devoa ked a geuz da c’houlou an deiz. E spered en devoa daoulagad d’ezan e-unan da welet ar bed-holl. D’ar mare-man e kavet c’hoaz en Breiz didroïdelligez an amzer goz.

Yann ar Gwenn a oa dalc’hmad joaüs hag hegarat, eun den a