Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 902 —

da ze ez eo red tremen hep krampouez. Hogen e Bro Lannuon ar pred kenta, e pad ar sun, a oa souben grampouez. Eur gelaouen vrezonek a vennege kement-se n’euz ket pell hag en em ziskoueze nec’het war ar poent-ma ; ober a re eur c’halvaden d’an ijinererien evit sevel eur mekanik d’ober krampouez. Ac’hanta perag ne vefe ket graet ? Setu aze eur mennoz ha ne vije ket deut d’hon mammou koz. Ar vitizien en o amzer n’o devoa ket a vleo e pal o dorn ha n’o devoa ket aoun da suilla kroc’hen o dremm. Mestrezed an ti int o-unan a oueze poania, d’an ezom, gwelet am eus va mamm, pa oan bian, oc’h ober krampouez epad eun hanter dervez gant diou gleurc’h kazi ken ledan hag eur rod-karr, war eun tan lann. He rozel hag he sklinsen a re marz. Hogen na oa ken eno nemet eur c’hoari. Red e vije bet gwelout kement en amzer he yaouankiz e ti he zud.

Va zud kez a oa mererien en Ankannaff-Izella en Pleuvian. An ti a oa eur c’hoz maner gant tourigou, en benerez, gant prenechou kroazet e-mein ; ar c’hrinioliou a oa bras, uhel divent ha va flijadur a oa redek ennê pa oan bugel. Rac’het eo bet ar maner-man, a-rêz an douar gant an aotrou, evit kaout nebeutoc’h a zispignou digoll. Ha setu en deus adsavet lojeiz gant ar mein stlabezet. Diaez eo brema gouzout pelec’h e-man lojeiz an dud ha pelec’h e man lojeiz al loened.


3. — Aman e weler eun danvez tan talvoudus

Beza a oa e grinioliou divent ar c’hoz maner-ze berniou levriou paper ha parchimin. Gwelet am eus ar peurrest dioutê. Bep sadorn e vije diskennet briadou eus ar paperou-se-ha moarvat e oa en o mesk, meur a skrid a dalvoudegez. — Setu aze an danvez-tan evit poaza ar c’hrampouez. Bremazounn em bije roet ker evit al listrier, pegement ne rofen ket-me brema evit an tenzoriou losket bep sadorn en Ankannaff ? Va mamm hi hec’h-unan, dall d’an amzer-se war an droug graet ganthi he deus bet keuz divezatoc’h, rak deut a oa da veza eul lennerez aketus ha stag ouz korigellou Breiz-Izel. Siwaz ! d’ar c’houlz ma oa oc’h ober krampouez en Ankannaff, he c’harantez evit al levrou ne oa ket c’hoaz ganet.

Bezomp sonj ne oa ket en An Kannaff hepken e vije graet leskidigeziou e c’hiz-se. Hevelep tra e Trezel, e Pennkrec’h. er Rugellou, e Kervajan, e Kervoda ha dre-holl. Va moereb Senta, c’hoar d’am mam, deus meur a wech komzet d’in diouz kals a levrou hag a zornskridou brezonek gwelet ganthi er c’hoz maner hanvet ar Rujellou, e Pleuvian. Komzet he deus d’in diouz eur vuez a Adam hag Eva eur barzoneg brezonek, diouz eun droïdigez eus ar Bibl ha diouz eur Vuez Sant Erwan, eur barzoneg ive. An hini en devoa troet ar Bibl, emezi, a dle beza eun den meurbet lennek.

Ia ! red eo d’in kaout keuz mar n’ez eo ket bet ijinet abred awalc’h ar mekanik d’ober krampouez. Mar bije bet o labourat d’amzer ar Reveulzi vraz, pegen pinvidik e vije bre-