He c’horf paour glaz evel glizin.
E man du-man, he bleo melen,
Mesket gant fank en-dro d’he fenn ;
E man du-man, en he gourve
Sellout onti’ zo eun drue.
O ma Doue ! ha gwir a ve
A renfe pell ar seurt tud se ?
Arc’heskob Dol a lavare
En e iliz-veur an de-se :
— « War ar gerreg, en Enez-C’hlaz,
’Zo eur manati er mor bras ;
’ Kreiz ar mor bras’ zo eur gouent
Bet savet gwechall gant ar Sent[1]
Mez ar venec’h a zo eno
Ne studiont ken o levro.
O zorfejou, pa o c’hlevan,
A lak ma c’halon da spontan.
Malloz d’ar venec’h’ zo er vro
Evel ar bleizi er c’hoajo !
Malloz warnê…, malloz an dud
Malloz an nenv, al loened mud !
D’ar venec’h ’ zo en Enez C’hlaz
Malloz teir gwech ! ha malloz c’hoaz ! »
Mab ar Roue a lavare
War dor e balez an de-se :
« Mar d’eo me mestr an douar man,
A lararer Breiz anean,
Me disko d’ê, er venec’hi
Lezel en peuc’h ma zujidi.
D’ar venec’h ru, d’ar venec’h gwenn
Lezel en peuc’h ma gwirvijen.
Me a zavo eun arme vraz
’Vit distrujan an Enez-C’hlaz ;
Hag ar Venec’h a zo enni
Ne vezo espernet hini. »
Ar manac’h bras a larare
War lein ar skeul pa’ z arrue :
« Mui a verc’hed am eus gwallet
Nag a zo aman d’am gwelet
Mui a zakrilach am beus graet
Nag a neuden ’bars ma roched.
C’hoaz e c’houlennan, raog mervel,
Ma kouezo gwall war Vreiz-Izel. »