Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

En Bro Dreger

A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————


Ar vilinerien holl a oa Barzed. Amzer o devoa. Me gred ez eo mad trouz an dour-red hag elwachou eur vilindour o font en-dro, da eila ar c’hana hag ar Jestraouerez. Er milinou-avel, elec’h ez eo red gortoz froudennou an avel, en hentou an aër, an amzer vak a ro aliesoc’h lans da brederia war ar varzoniez. P’arrue eur merour pe eur verourez da zigas ed da vala d’ar vilin, ar meliner a c’houlenne doare heman ha hennez ; petra a c’hoarvez aman hag a hont, hag ec’hiz-se a oueze holl keloiou ar vro kaër en devoa beva en e-unan. An danevellou klevet gantan a laboure en e awen ha pa zistroe an dud eiz deiz goude da gerc’hat ar bleud, n’eo ket bleud ha brenn hepken e kasent gantê, hogen ive eur werz pe eur son.

Ne fell ket d’in rei re a bouez da zornskridou va zadiou. Moarvat o devoa talvoudegez eun dornskrid all euz an XVIIIe kantved kavet ganin e Milin Beren en Pleuvian. Heman a oa Buez Moizes dindan stum eur pez-c’hoari. An oberour oa hanvet Loranz an Thomaz hervez an noten c’hallek « fait par moi Laurent le Thomas, 1783 » hadet gwech ha gwech all etre an arroudenno vrezonek [1]. Diskennidi an Thomas-man a vev c’hoaz e milin Beren war an hano Flemm.


38. — An danevellourien

Dinac’herien hon lennegez boblek o deus eur c’hoari aezet. « Nebeut a bouez, nebeut a dalvoudegez ». Ia, hogen ne laront ket ez eo bet distrujet al lennegez-se evit ar vrasa loden. Gwelet a c’heuz pe seurt impli e vije graet gant an dornskridou en Ankannaf hag en Kerrac’h. Pa’ z eo arruet dastumerien ar skridou koz pe ar gwerziou, ar zoniou, an danevellou miret e

  1. An dornskrid-man a zo breman a Leordi broadel Kymru Aberystwyth.