Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - Dre an delen hag ar c horn-boud.djvu/26

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —



Ar goulm c’hlaz hag ar goulmik wenn,
Neziet en tour ar goz iliz,
’Zo daou ine deut war o c’hiz :
Ineou Renan ha Kellien.

En-dro d’eze ’grag ar brini,
Mez int, en tu-all d’ar maro,
A nij, en sklerder an nenvo,
En o huvre, uz d’an dourni.

En kichen kerik Landreger,
Pa vin, me ma-unan, maro,
Me yelo da vet-ê d’am zro,
Dindan skeuden eun Alc’houeder.


————