Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - Dre an delen hag ar c horn-boud.djvu/212

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 208 —


Trec’het ec’h eo an Normaned
Ha Breiz-Vihan zo hadsavet.
Na zent ken ’met ouz eur Roue :
— Nominoe.

O Roue Meur ! Roue dispar !
Dleet eo d’it beva er c’hloar.
Deus hon broadelez, o tad !
D’id-te hon anaoudegez vad !
Sell unanet da vugale,
— Nominoe.

Zonet eo eur hon haddihun,
Mez pa n’out mestr, na vo nikun !
Hogen, ’vit ma vi ganimp c’hoaz,
Ni ’zavo d’it eur skeuden vraz,
Ha pignet ’vo war eur mene,
— Nominoe.



————