Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - Dre an delen hag ar c horn-boud.djvu/208

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 204 —



Deus Breiz-Izel,
Bro da gavel,
Bete mervel,
An hano vo war da vuzel.
Gant ar Gall milliget
Na pa vez merzeriet,
Te youc’ho : Breiz bepred !

D’it me ’gano
Ar Re varo,
Lufr o hano :
N’eo ket læz hepken az mago.
Bez ar brasa Breizad,
Euzus d’an Ermeziad,
Kresk evit an Argad.



————