C’houi ’c’h euz evet deus dour ar ster
Gant hoc’h enebour kontammet :
Ha kollet oc’h euz ar sklerder,
Broad sklaved !
Ha brema ’fell d’ac’h huali
An nep ’zo choumet dishual…
An hini ’n euz renket senti
’Fell d’ezan plega ar re-all !
N’euz gwasoc’h mestr ’vit eur mevel,
Pa ve d’ezan an dorn roet :
Mevelien oc’h araog genel,
Broad sklaved !
Kaer ’zo bet skei warnomp, digar,
Ni, a spered ’zo c’hoaz distag.
Sellout ’reomp evel eur pâr
Ar galloudek hag an divag.
Na glasket ken sklaved en Breiz…
Kenteliou mad na laran ket,
Mar zav eun deiz ar vez ’n ho kreiz,
Broad sklaved !