Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - Dre an delen hag ar c horn-boud.djvu/154

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —



Na welet ket ’ta e zo c’hoant
Da droki d’ei he gwiskamant,
He giziou hag he feiz, koulz all ? »
— « Malloz ! malloz ! re bell ec’h omp bet dall ! »

— « Trunsen dero, dired em dorn,
Me ’m eus da fruka meur ’askorn,
Me ’m eus da frailha meur a benn,
Dired ama, trunsen vad, ma zrunsen.

— « Tan ha kurun ! d’in-me e fell
Na stoko den ouz Breiz-Izel,
Gwaz d’an hini a dostaio :
War e groc’hen me zino ma hano,
Lon, lon la, tra deri lon la. »



————