An Hini Goz eo hon mamm Breiz,
Entanet he c’halon ’n he c’hreiz :
— « Kentoc’h, emei, kentoc’h mervel,
Na vo biken kailharet Breiz-Izel. »
War-lé ! Bugale an Arvor !
Ra zavo ennomp ar fulor,
Ar fulor zakr evit hargas
Enebourien an hini hor magas.
— « Lar d’in-me petra a rafez,
Mab karantezus, ma welfez
Eun den o tispriz da ouenn-dud ? »
— « Ma dorn pounner e lakfe raktal mud. »
— « Na glevez ket an Ermeziad
O troug-komz bemdeiz deus da dad,
Deus da vreudeur ha deus da vamm ? »
— « Mar e glevfen, na choumfe ket dinam. »
— « Digor ’ta da ziskouarn neuze,
Chilaou hag e klevi bemde
Kojou kazus an dud diroll. »
— « Me vefe gouest da skei meur a veustaol. »
— « Neuze warnê te a skoio :
Emaint o walla da Vamm-Vro,
O tiskar he brud hag he yez :
’Vit eur Breizad, kement-se zo eur vez.