Pajenn:Berthou - Dre an delen hag ar c horn-boud.djvu/148

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
— 144 —



Dre-holl oud mengleuziet, Kaer-Veur,
Evel eur goloen wenan…
P’arruo ’n nadoz war an eur,
Er mengleuziou krogo an tan.

Neuze ’strako an tennou poultr ;
’N eur frailha plusken an douar,
An tan a zavo, ’vel ar foultr,
Dimeus dounder euzuz peb skarr.

O Par-Is brein ! Poul-ar-C’hlogor !
Kofat ! Kernez ! Bosen ! Dic’hlan !
Kaer-Is ’zo bet beuzet ’er mor,
Par-Is, te vo beuzet en tan !



————