Pajenn:Berthou - Dre an delen hag ar c horn-boud.djvu/132

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —



Pep hini d’ar gear, en e vro,
Pe ar gwad ama a ruilho !…
Breiz-Izel ’zo douar zantel :
’Vit he zifenn kaer eo mervel.

Ar maro ’zo nebeut a dra
Pa ’man an ene da bara ;
An den distera a vo krenv
Mar lak e holl esper en nenv.

Daou dra hepken d’an den zo red :
Bea diere war ar bed
’Vit beva pell deuz an dud fall,
Ha bout eüruz er vuez all.



————