Petra rofomp ’ta c’hoaz, Anna,
Pa n’hon deuz netra ken brema ?
Roet hon deuz hon holl mado,
Gwadet omp beteg ar maro.
Da gurunen ’oa brao, me ’oar ;
N’eo ket awalc’h treo an douar
D’he faea, sioaz ! da Vro-C’hall,
Red e vo c’hoaz madou ’r Bed-all…
Nac’het eo bet an Tadiou,
Nac’het ar yez, ar c’hoz giziou,
Ar feiz, ar vuhe peurbaduz ;
Petra vezo graet c’hoaz euzus ?
Botou koad ha kurunen aour
Oa dilec’h kement en ti ’r paour,
Evel en palez ar roue,
En ez amzer evel herie.
Piou ’ta gane da votou-koad,
« Botou koad an Dukezik vad » ?
Siouaz ! re a lorc’h ’oa ennoud
’Vit mond gant botou-koad en roud !
D’az heul ’c’h eomp c’hoaz da Vro-C’Hall,
Herie ken paour eget gwechall ;
Hor botou-koad ’deuz seuliou hern,
Mez hor c’hurunen ’zo en spern.