Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/18

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
Ar C’hornandoned.

Diou heur zo !… hep kaout hend ebet da vont er-meaz. Ha ! va den, n’out ket gwall-zounn ken war da zivesker ’meus aoun. Al lagout a lounker a zav d’ar penn, ar chistr a ever a gouez d’an treid ― Eur sac’had mad a jistr a gasan hizio d’ar gear, fidandoustik !

Bah ! an aotrou Doue an deus roët d’eomp avalou er bloaz tremenet ken na dorre ar skourrou dindan o sammou : Pec’hed eo ober faë war an traou mad a ro d’eomp hag, evidon-me da vihana, ne laoskin ket va lod da vont gant eun all.

N’eus forz, me garfe gouzout koulskoude e pe gorn eus al lanneg emaon breman. ― (Youc’hal a ra) Hola ! Hola !

N’eus den ebet war-dro aze ? Ma n’oc’h na bouzar, na mut, e c’hellit respont ac’hanon emichans ! — (Goude eun ehan). Netra !… Noz du-dall ! Sorset oun bet, mil gutez ! sorset mad, hag e doare e vezo red d’in kousket er-meaz en noz-man.

Ha va faourkeaz Mari-Jann a zo du-hont o roc’hal he unan penn ouz va gortoz ! Va Doue, prenet em eus d’ezi eun « turlututu » hag unan brao evit na vezin ket re c’hourdrouzet ganti p’en em gavin er gear, hag eun tammig farz gwiniz a gasan ivez d’ezi da c’hellout kaout an tanva eus ar morlarjez mad a zo bet hizio e ti va zonton koz. Che ! Me glev eun tamm trouz… (Youc’hal a ra) Petra ?

eur vouez, o tont a bell.

Netra.

maze, a bouez e benn.

Petra ?

ar vouez.

Netra.