Pajenn:Bayon Marechal - Kenstrivadeg Koulmig Arvor.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —


6

« Plahig iouank, p’er haveet
« Kuhet get er gué bras,
« Mamen en dar e vou hesket
« En hou teulagad glas ».


7

Chetu me, eun dé, digoèhet
Get sam er gohoni,
E tal eun ti hanter koehet,
Dilausket ha gouli.


8

Get en alhue me zigoras
Dor an tiig hemb toen
Hag ar en ueled me huelas
Leh me havelig guen.


9

Me hanauas me zi a ben,
Ennon em ès kresket,
Ennon, me mam, ar è barlen,
En dès me luchennet.


10

Koehet é me zi tamm ha tamm,
Me eurusted eùé.
En eurusted ha ti me mam
En dès er memb alhue.

6

P’her c’havoc’h, tost da benn ar bed,
Kuzet gant ar gwez bras,
Mammenn an daerou ’vo hesket,
En ho taoulagad glas.


7

Setu me, eun deiz, digouezet,
Kroummet gand ar gozni,
E tal eun ti, hanter gouezet,
Goloet a ginvi.


8

Gant an alc’houez e tigoris
Dor an ti hep toenn,
Ha war an oaled e welis
Lec’h va c’havelig gwenn.


9

Anaout a ris va zi a-benn,
Ennan em eus kresket,
Ennan, va mamm, war he barlenn,
He deus va luskellet.


10

Kouezet eo va zi tamm ha tamm,
Va eurusted ivez.
An eurusted ha ti va mamm
N’o deus met eun alc’houez !

J. Le Maréchal.