Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/30

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ER MELINÈR.

Ar me housians, labour mat e huès groeit ur sort, kémenér. Ma vé el lavreg ken dilikat el en treu aral, sur erhoal é vou laret penaus ne huès chet hou par ér vro abèh… Mes, kleuet mat, ne huès chet mui meit just en amzér e faut eit gobér en achimant ag hou labour. Elsé n’hum abuzet ket get er vugalé-men.

IANNIG.

Bet én hou éz, melinèr, bet én hou éz !… Ha nesé bamet e vehen ma n’attrapehé ket hoah er hansort é « sahad kerh » er hueh-ma. Biskoah, mab er vistr, nen dès chet hoah anehon deit de ben a glomein diméen erbet.