Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IANNIG.

Gouiet mat, melinèr, gouiet mat. Mès ne hellér ket elkent lakat en nadoé de hobér mirakleu. Ar me housellek, n’em ès chet abuzet neoah get me labour koustelé, bugalé ?

ER VUGALÉ.

Nann sur, tonton Iannig.

ER MELINÈR.

Ne faut ket eué, kémenér, ne faut ket eué.

IANNIG.

Ne chom ket mui nameit un tam de hobér ér lavreg ! Mès, kent en noz, mab-er-sèh, be vou ur lavreg ag er ré dilikatan displéget ar hou tiardran !… Sellet er sé hag er