Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IANNIG.

Tud fal ! Sèh gueh muioh eit a ré vat !

GUIGNÉR.

Mes, eit torimellat elsé én hent, ur chopinad ré penag hou poé lonket perchans, tonton Iannig ?

IANNIG.

Ur chopinad ré ! Ur chopinad ré ! Biskoah ne geméran-mé ur lom muioh eit er pé e lekan, mab-er-sèh ! Me iei é koustelé get ne vern ket pé eutru, a zivout kement-sé. Nen don ket mé el ha dad-té, mab-er-sèh ! Dont e hré hoah d’er gér a Drelekan en nihour, én ur sonnein ker