Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/13

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



ER HÉMENÉR
(HOARI FARSUS ÉN UR LODEN)
————


I
IANNIG, er Vugalé

Iannig, azéet ar en daul, é vallein idan don, e gan én ur houriat. Lod ag er vugalé e sel doh ton labourat ; er réral, tolpet én ur horn ag en ti, e hoari « chigrip » el ma larér, pé « foutro » get karteu. Guenhaël, er iouankan, e zou kousket ar en daul, ital er hémenér.

IANNIG, hag ar é lerh er vugalé.

Én devalennig-hont é kavér ur velin (bis)
Er melinèr e son, tré ma vé é vâlein.
            Ha mik, mik, mik,
            Ha mak, mak, mak.
            Ha oein, oein, oein !
        Peb unan d’é dro, maluret,
        ’Lak er velin de droein.