Pajenn:Bayon - Bah sant Guenole.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Alanik e zihousk

Chè !… Emen é on mé ?… Ha ! Chonj em es : chetu
Er hoèd, er lann duhont, er meinhir-ma ken du
P‘ou gronn en tioélded… Noz é, noz dal ; er loér
Nen des chet hoah taulet ar en doar hé sklerdér.
Kousket em es re bèl ! Ha ! Pesort huné kaer
Em es mé groeit ! Un dén e gavehé ker bèr
Er vuhé, pe vehé karget a sorhenneu !
Tremén e hren en ur park gunehtu é bleu.
Me huélas, en é saù diragon, ur menah
Guen ag er pen d‘en treid, hag e ras t’ein ur vah,
Er vah men e zalhan é men dorn : « Dalh, goulen
Geti er péh e zou ret t’is eit hum zihuen
Ne vern doh peh danjér, hi er rei d’is aben. »
Chetu petra e laré d’ein er menah guen.
Oeit é kuit, mes er vah genein e zou chomet.
Ne vern peger fal é er Blei-Garù, n’em es chet
Eun anehon bremen ! Hag adural più houi
Mar des hempkin Blei-Garù erbet é Koèd-Bihui ?
Kañnein e hra.
Ohé, Biei-Garù, ohé !
Mar dé hou chonj goarn hou puhé,
Ne saùet ket érauk en dé,
Rak n’em es chet eun a n’oh mé !
Ohé ! Blei-Garù, ohé !


DIVIZ II



Er blei-garù, a bèl.

Ha ! ha ! ha ! Unan d’ein ! Unan d’ein !

Alanik

Ha ! ha ! ha ! Unan d’ein ! Unan d’ein !O men Doué.
Petra zou ? Pesort boéh ! Sur erhoalh en diaul é !
Téhamb bean ! Émen kuh ? O men Doué ! Ha ! chetu !
Ardran er ménhir-ma…
Er ménhir hum zigor hag Alanik e guh abarh.

Er blei-garù, é tisoh.

Ardran er ménhir-ma…Ha ! ha ! Mil malèhru !
Ché !… Hañni ! Tra soéhus ! Men diskoarn neoah
Neu des chet bourboutet !… Hañni, nann, pas ur hah.
Kousket e oen ; kleuet em es kañnein ; ur voéh
Biskoah braùoh, ker sklér èl er gloéh-noz e goéh,