Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Bah
Sant Guénolé
Hoari farsus en ur loden
______
SANT GUÉNOLÉ | ER SORSÈR BRAS, |
ALANIK | KRISTOL, é veùel, |
ER BLEI-GARU, | EN OZEGANNED, |
ER GANNERION. |
É koédeu Bihui-er-Lann, é parréz Pleùignér. A glei hag a zeheu, ur hoèd ; ardran, ur lann goleit a veinhir ; en un tu benak, ur fetan. — Noz é.
DIVIZ 1
Pe saù en tenneris, guélet e hrér Alanik kousket doh troèd ur huéen ha sant Guénolé, guen-kann en é zillad menah, é rein dehou ur vah, en ur laret.
Sant Guénolé
Alanik, ha kleuet em es doh me fedein,
Duhont, é me chapél, ha plijet e hes t’ein.
Chetu perak, eit hum zihuen doh er Blei-Garù
E streu ér hoèdeu-men en drougeu hag er marù,
Me ven rein d’is ur vah, bah soéhus hag e hra
Er gurun, er luhed, en tan ha kement tra
E houlenér geti a me ferh… kenevou !
Me zou sant Guénolé : mem bah ha koarantou.
Mont e hra kuit.