Pajenn:Bayon - Bah sant Guenole.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

« Gobér ar er fetan sin er groéz a rekin,
Kemér deur, ha monet, ar benneu en deuhlin,
De durrel, dré dèr guéh, en deur-sé beniget
Doh diarauk er mén hiran, en ur laret :
Distroeit d’un tu pé d’en tural,
Pé hoari e hremb bahig-dal. »
En ur hobér er peh e lar.
Groamb ataù sin er groéz ar er fetan !… Elsé !
Keméramb deur ! Ha ! ha ! malinbrek, don mat é !
Chetu. — Damb d’er ménhir bremen… Taulamb en deur,
En ur laret er peh e zou ret…
Distroeit d’un tu pé d’en tural
Pé…
Un tarh-gurun er lak de vonet kuit en ur vleijal.
En ur laret er peh e zou ret…Ha ! Maleur !



DIVIZ V


Alanik en ur hoarhein.

Ha ! ha ! ha ! ha !
N’em es chet bet nameit goulen
Get mem bah, mem bah kelen-glas,
Un tarh gurun, ur.vro-gonen,
Chetu skontet er sorsér bras.
Ha ! ha ! ha ! ha !
Na bouraplet é er hoèd-ma !
D’hou tro, Kristol, d’hou tro brema !
N’em es chet meit laret d’er ménhir hum zigor,
Hag hum guhein abarh !…



DIVIZ VI


Alanik kuhet, Kristol, en ozeganned


Kristol a bèl

Hag hum guhein abarh !…Torret em es en nor !
Chetu ind, chetu ind, er mestr !


Alanik, ér menhir.

Chetu ind, chetu ind, er mestr ! Mat, mat, Kristol !


Kristol é tisoh, ur sah ponér ar é gein

Ne chom ket mui bremen de glah meit en trezol.