Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —
HOZAEL
M’hou ped : dal é.
JÉSUS
ER BOBL
Arnas !
JÉSUS
Fari : ean en devou er sklerdér eit perpet.
AZARIAS
Rabbi, groeit ma huélein.
JÉSUS
AZARIAS
Chetu tregont vlé-so, — tregont — ma hou kortan.
N’hou kuélan ket, me houi neoah é ma hui é
Em es guélet, un noz, é Bethléem, étré
Divréh hou mam… É hanù hou mam, groeit ma huélein.
Lakeit hoah diragon er sklerdér de splannein.
Jésus e dosta, e lak é zorn ar deulegad Azarias hag hannen e lar, en ur goéh ar é zeuhlin.
M’hou kuél, mestr, m’hous ador.
Ean e saù.
Eit er peh em boé reit
T’oh, en noz-hont — leah dous ha gloan tuem, — men guelleit
E hues… Trugèré d’oh !