Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —
ABDIAS
Er bisketereh-sen er goahan, kansorted.
BENDÉKAR, hag AMRI
Petra ta ?
BENDÉKAR
ABDIAS
Pas, mes ag hur sieu, — hur sieu dizoleit !
Memb er ré kuhetan én don ag ér galon,
Ean ou saù, ean ou zen ér méz…
AMRI
De glah técheu er ral ; é ré ean nen dint ket
De glah ; hanaùet int ; fonabl é veint kavet
Ha staget doh é gein !… Ean é hra treu soéhus,
Guir é ; ean e huella klenùedeu danjerus
Mes a berh più ? A berh en diaul pé a berh Doué ?
ABDIAS
Pas a bérh Doué ataù !
AMRI
ABDIAS
Larein e hrér penaus, d’en oèd a zeuzek vlé,
Ean um gavas, un noz, én tampl, hemb ne houié
Hañni ; hag en noz-hont, diskein e hras un dra
Soéhus ha ne houi ket hañni meiton.