Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/54

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




AZARIAS

O kroèdurig bihan em es guélet un noz
É Bethléem, biùet em es doh hou kortoz.
Kresket e hues ; hui é e za duhont marsé
En ur streù en dro d’oh iehed ! Hou péet truhé
Dohein ! Groeit ma hellein hou kuélet hoah ur huéh
Hui hag em es gorteit ker pèl-men, hemb bout chuèh.

Hérem ha Héloni e zibouk ar en téatr, unan a glei, en aral a zeheu.


HOZAEL, dehé.

Émen é ma Jésus ?

HÉREM, é kerhet get maleu.

Émen é ma Jésus ?Jésus ? Ne houian ket.

HÉLONI

Er profet ?

HOZAEL

Er profet ?Ia.

HÉLONI

Er profet ? Ia.E ma duhont.

ABDIAS, en ur arriù get en doktored aral.

Er profet ? Ia. E ma duhont.Più e glasket ?

HOZAEL

Jésus a Nazareth.

HÉLONI

Jésus a Nazareth.É ma duhont, é ti
Lévi, er maltotér.