Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —




ER RÉRAL

É vrér ha ean…Penaus enta ?

SOARA

É vrér ha ean… Penaus enta ?Dam, é héli
Er profet iouankt-sé, hemb gobér nitra mui.

Mont e hra kuit.


JORAM, en ur vonet én ti get Méala.

Folleh !

AZARIAS, e unan.

Folleh !Eurus en nemb e zou galùet get Doué
De hanaùet splandér hemp par er huirioné.

HOZAEL, en ur arriù endro
.

É ta, tad-kouh, é ta ! Er profet ! « Er ré klan,
Degaset-ind rah t’ein, m’ou guellei, » emé ean.
Dohton er hlenùedeu, èl er pisked, e sent.

AZARIAS

Guel e vehé dehon tremén, mont get é hent
Mar lausk, pe vou oeit kuit, muioh hoah a zareu
Ar é lerh…

HOZAEL

Ar é lerh…Ker mat é, tad-kouh, hag é gonzeu
E lak un espérans ker bras en hur halon !
Saùet !

AZARIAS, en ur seùel, harpet ar è zoaran.

Saùet !Ia, me saùou.

HOZAEL

Saùet ! Ia, me saùou.Damb en arben dehon.