Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/48

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —




SOARA

E zou deit rah geté. Pas elkent !Me lar d’oh,
En niù vag e oé bar, ne hellent bout lañnoh.
Nag a bisked, men Doué beniget, ré bihan,
Ré tiù, koveu ker guen èl en argand guennan,
Ré glas, ré penneu ru get pluskad aleuret.
Ur ialhad mat e hues sur erhoalh gounidet
Hiniù !

IEHANN

Hiniù !Ia, mes chetu pemzek dé-so tuchant
Ma ne hremb mui nitra.

ER RÉRAL

Ma ne hremb mui nitra.A !

IEHANN

Ma ne hremb mui nitra. A !Dam ia ; en argand
E ia kuit, rekis é ma tei arlerh endro.

SOARA

Ind e laré ataù é oeh é ridek bro,
Te vrér ha té, get ur profet iouank saùet
A Nazareth…

IEHANN

A Nazareth…Pastè ; amen é omb chomet,
Mes ne glaskemb ket mui pisketat.

En ur vonet aben d’en ti.


Mes ne glaskemb ket mui pisketat.Hé, Joram,
Des ta, des de sekour genein skañnat me sam.

JORAM ar en trezeu.

Re beur omb eit prenein pisked ker braù.