Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/44

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —




AZARIAS

É konz bremen, me heh Iehann. A !A houdé
Ur pemzek dé benak deit é de vout un dén
Ha konz e hra èl un tad-kouh.

HOZAEL, è tostat de Iehann.

Ha konz e hra èl un tad-kouh.Groeit em ès poén
D’is marsé, Iehann ?

IEHANN

D’is marsé, Iehann ?Pas, me oénig, poén erbet.

HOZAEL

Trugeré.
Trugeré.Pellat e hra.

AZARIAS

Trugèré.Sel, Iehann, plijadur em ès bet
É kleuet hoah te voéh é huchal, hemb repoz,
Er pisked fresk.

IEHANN

Er pisked fresk.Biù-keul, me lar d’oh !… Tro en noz,
Ni hun es labouret : nitra !

AZARIAS

Ni hun es labouret : nitra !Ché ! soéhus é neoah
Ma ne zalh ket un dén un dra benak.

IEHANN

Ma ne zalh ket un dén un dra benak.Biskoah
N’em es chet hoah guélet hur bageu ker gouli
Èl pe zoaremb hiniù, mabed Jonas ha ni.