Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/42

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —




IEHANN, ar en téatr.

Pegement en dousén ?En dousén ? Goab e hret ?
Er banérad ahoél ha hoah ne spirou ket
Eit un tigèh ker bras èl hous hani !

TIRZAH

Eit un tigèh ker bras èl hous hani !Té é
E hra goab, pisketour, neoah guel e vehé
D’is, me gred, ou guerhein d’emb-ni, tud hag e hel
Ou frenein kir…

IEHANN, en ur bellat.

Ou frenein kir…Pas… A ! Deùéh mat, Hozael.

HOZAEL

D’is eué.

MÉALA

D’is eué.Fé ! Chetu guerso nen dous chet deit
De genig pisked t’emb.

HOZAEL

De genig pisked t’emb.Er peur vé ankouheit !

IEHANN, soéhet, é vushoarhein neoah.

O ! Petra e larès, Hozael ?

AZARIAS

O ! Petra e larès, Hozael ?Elsen é
É konz bremen, me heh Iehann.

IEHANN

É konz bremen, me heh Iehann.A !