Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/38

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

Tad-kouh, « én amzér-hont », — lén e hran
Er skritur, èl tuchant : — « Er bouar e gleùou,
Er ré dal, er ré dal », tad-kouh, « ind e huélou.
Ne gredet ket é ma er Mési é hannéh
Hag e lak er hlenùed de sentein doh é voéh ?
« Rah er peh e hoantet, rah » ; ker kriù é enta
Èl Doué ean-memb, mar gel gobér ne vern petra
E houlennér geton ?

HOZAEL

E houlennér geton ?Guir é, tad-kouh.

MÉALA

E houlennér geton ? Guir é, tad-kouh.Hama,
Petra e hoantamb-ni er muian ér bed-ma ?
Ma helleèt guélet, ia, kerklous èlomb-ni.
Er bed e zou ker kaer ha n’er guélet ket mui !

AZARIAS

Lausk ta er chonjeu-sé… Hozael, ni er goui,
Um blij é hunéal dalhmat hag é héli,
Ker pèl èl ma hellant neijal, é sorhenneu,

HOZAEL , fal-goutant.

O ! Tad-kouh, mar dé guir !

AZARIAS

O ! Tad-kouh, mar dé guir !Ean e gonpren en
A drez.

HOZAEL, hantér-fachet.

A drez.O !