Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/36

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —




HOZAEL

Ne garant ket en dud èlomb-ni.Abil é,
Sur erhoalh : ean e lar treu soéhus ha neué,
Mes pinuik ? Pas, tad-kouh, peur kentoh.

MÉALA

Mes pinuik ? Pas, tad-kouh, peur kentoh.A !

HOZAEL

Mes pinuik ? Pas, tad-kouh, peur kentoh. A !Peuroh
Eidomb, ia : « Er luhern en des ahoél ur groh
Eit um lojein ha mé, emé ean, n’em es chet
Memb ur mén d’um daulein arnehon de gousket. »
Peur é, mes mat !… Ha kriù ! Nen des chet meit laret :
« Eutru, groeit en dra-men », hag, hep dalé erbet,
Ean er groa. Hiniù memb, a zivout ur huéen
Diséhet, konz e hré, — a gement ma hellen
Konpren — a dreu kouh bras : « En hani en des fé,
Emé ean, ur fé sonn, e za de ben a Zoué.
Kredet ha me rei d’oh rah er peh e hoantet. »

MÉALA

O ! Ean en des laret er gonz-sé !

AZARIAS

O ! Ean en des laret er gonz-sé !Nen des chet
Meit ur profet hag e hel konz ér féson-sé.

HOZAEL

Ur profet é, tad-kouh.

MÉALA

Ur profet é, tad-kouh.Kriù erhoalh e vehé
Enta eit rein endro er iehed d’er ré klan ?