Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

Pe gleùehès, ur huéh hempkin, pesort konzeu
E lar ean ! Dasonnein e hrant ér haloneu
Pèl arlerh men dint bet laret, ha, tro en dé,
Un dén e viù eurus en ur chonjal enné.

AZARIAS

Me garehé gouiet pesort konzeu e lar.

HOZAEL

Pe gonz ag er ré peur, ean e lar d’emb : « M’ou har
Hag un dé m’ou lakei de vout eurus… » Ur huéh
Ean e laré : « Me zou er bugul ha mar koéh
Unan a men deved m’hé hemér ha m’hé saù. »

MÉALA

Più é en deved-sé ?

HOZAEL

Più é en deved-sé ?Ni ta !… Ean hun hanaù,
Emé ean ; ni eué, ni en hanaù… Elsé,
Ne hellamb ket fari ; ean é er huirioné,
En hent mat… Me houi mé petra rah e lar ean ?
Doh er cheleu, sellet, un dén um gav ker skan
Ma kred en des kresket divachel doh é gein.
Bout peur, en devout nan ne hra ket mui eun d’ein,
Ha plijadur em es arlerh é labourat.

AZARIAS

Hozael, ne tes chet, me mab, konprenet mat,
Pen des konzet ag er ré peur. — D’er liésan,
Er vistr, er ré abil pé pinuik èldon-ean
Ne garant ket en dud èlomb-ni.