Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —




AZARIAS

Men Doué, hui é « dañné er ré peur » : reit dehé
Iehed… Eit bout eurus, men Doué, treu erhoalh é.

MÉALA, en ur hrouiat er savateu.

Peurkeh tad, pegement a boén e gemér ean
Eit gounid bara demb !
Eit gounid bara demb !En ur huélet Hozael.
Eit gounid bara demb ! A ! Me labous bihan,
Arriù ous !

HOZAEL

Arriù ous !Petra zou ?

MÉALA

Arriù ous ! Petra zou ?É oé en tad, aben,
É hourdouz ar te lerh amen hag é houlen
Emen é ous chomet.

HOZAEL, dousig.

Emen é ous chomet.A ! m’er larou d’oh hui,
Doh hui hempkin : en tad…

MÉALA

Doh hui hempkin : en tad…Petra ?

HOZAEL

Doh hui hempkin : en tad… Petra ?E zou rè gri.

AZARIAS

En tad ! konz anehon get muioh a zoujans,
Hozael… Um lahein e hra eit hou piùans !
Émen é ous té bet ?