Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/270

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 268 —


EN DRA DEVÉHAN HA KAERAN

E huéler.

PREHÉSION ER LORÉ

Kentéh ma tigor en tenneris, kleuein e hrér er han é tont a bèl bras ; kent pèl, guélet e hrér en dud, er ré bihannan ketan ; lod e asten ou dillad ar en doar, lod aral e daul bareu glas ar en hent. Kerhet e hrant, bareu geté en ou dehorn, en ur gañnein. Jésus e zou ar un azen konduiet dré sant Iehann.

ER BOBL hag ER GANNERION

Hozanna !… Hozanna !
Gloér d’en hani e za
Get doustér ha truhé !
Hozanna ! Hozanna !
Gloér d’en hani e za
D’hun salvein a berh Doué !


Jérusalem, Jérusalem,
Chetu te Roué, er Roué hemp par,
En des gorteit ker pèl en doar
Get un hireh lan a hlahar.


Jérusalem, saù, ligernus !
Splann èl en héaul é kreis en dé !
Chetu te Roué

Karantéus !


En tenneris e goéh aveit mat.