Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 264 —
IEHANN
Hui hag e ra endro d’er ré varù er vuhé,
Hui, er Mési, er Hrist, hui e varùou !…
JÉSUS
Ma vou skoeit er bugul ha ma vou en deved
Dispartiet duhont ha dumen dré er bed ;
En deved hag e gleu mem boéh, hag e héli
Men guialen, e ia get ou hent hemb fari.
Mes dont e hrei kent pèl un dé ma ne vein mui
En ou mesk…
IEHANN
Gorteit ahoél ma vou saùet hou ranteleh,
Ma vou bet brezéleit ha ma vou deit er peah.
Lausket ni d’hou tihuen… Più e gredou énnoh,
Più hou karou, ia, più hou karou, mar nen doh
Ket mui genemb ?
JÉSUS
Meit un amzér, me mab : fonabl é treméneint ;
Mes me zeli ivet er halis e ganpen
Me Zad t’ein… Ne dalv ket er boén klah um zihuen
Doh er peh e zou ret.
IEHANN
JÉSUS
Kerhet, Simon ha té, betak er gér tostan.