Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/262

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LODEN X
――

En Aviél.« Hanneh e oé er haretan get Jésus… »

————

Epad er loden-ma, en hoari e vé groeit ér memb tachad el er loden naù : dirak ti Lazar, é Béthani.

————
Er ré e hoari ér loden-ma : JÉSUS ha IEHANN

IEHANN

Mestr, hui e gonz dalbéh ag hou Tad ; m’er hlah, mes
Ken tioél é en treu en dro d’ein !… Eun em es
A fari, Mestr…

JÉSUS

A fari, Mestr…Me zou en HENT.

IEHANN

A fari, Mestr… Me zou en HENT.Mestr, hui e lar
Treu soéhus ha nen des chet hoah kleuet en doar.
Mé, ou gortoz e hren er honzeu soéhus-sé
Hag ou cheleu e hran perpet get leuiné,
Rak ma kreskant énnan nerh mem buhé !… Neoah,
Réral, tro-ha-tro d’emb, ou dispriz hag ou nah.
Ind e nah hou konzeu a zivout en doustér,
Er burted… Ind ou nah, hag ou hleuet e hrér
É nahein memb hag é tispriz er garanté !
« Inourein Doué a zianvéz, treu erhoalh é,