Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 244 —




BENGABER

Ne faut ket kol kalon, Abdias… Me chonj mé
Penaus é tigoéhou kent pèl, hiniù marsé,
En ér en des merchet Doué ean-memb eit diskar
En dén-sé !… Ne hel ket Doué chom pelloh bouar
De bedenneu er ré e chom ataù staget
Doh er lézen en des é servitour karet
Moïz reit d’hun tadeu, guéharal, ag é berh.
Me houi erhoalh bout zou bredér d’emb hag um huerh,
Tud dihouiek pé goann, lorbet, hemb ne houiant
Na penaus na perak merhat… Kredein e hrant
Ou des kavet ur roué hag e reneùéou
Ranteleh Israël !…. Lauskamb ind !…. Mes bout zou
E mesk en dud en des er roué-sé diforhet
Eit bout un dé er vistr ar ol é sudarded
Unan hag e vou és de hounid.

ABDIAS

Unan hag e vou és de hounid.A !

BENGABER

Unan hag e vou és de hounid. A !Ean é
E huélan é tostat… Um den ta a kosté.

Abdias e ia kuit.


Perak é hoarhes té, Judas ?

JUDAS

Perak é hoarhes té, Judas ?A !… Hui !…. Petra !
Ne hoarhan ket ! Me hoarh ? Hoarhein e hren ?

BENGABER

Ne hoarhan ket ! Me hoarh ? Hoarhein e hren ?Meit ia.