Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

Chom e hremb tostiktra de Vethléem. — Un noz
Ma oemb get hur loñned é kemér hur repoz
Ar er mézeu, chetu, én ébr ag en amzér,
A drest omb, éled guen ha groñnet a splandér
É neijal, é punein kentoh hag é laret :
« Gañnet é er Mési : kerhet ol d’er guélet. »

MÉALA

Ha guélet e hues ean ?

AZARIAS

Ha guélet e hues ean ?Guélet hun es ean rah :
Ur hroèdur.

MÉALA

Ur hroèdur.Ur hroèdur !

AZARIAS

Ur hroèdur. Ur hroèdur !Ia, ur hroèdur biskoah
Braùoh, étré divréh ur voéz iouank…

MÉALA

Braùoh, étré divréh ur voéz iouank…É vam ?

AZARIAS

É vam.

MÉALA

E vam.A !… Braù eué ?

AZARIAS

E vam. A !… Braù eué ?Ker braù ha ken divlam
Ma chomemb dirakti hemb laret gir erbet.

MÉALA, arlerh un herradig.

Emen é viùant ind bremen, tad-kouh ?