Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 204 —




JÉSUS

Mar plij genoh.En ur gredein er peh e lar
En Hani en des Doué davéet ar en doar.

BENGABER

Pesort merch e ret hui eit ma veèt kredet ?
Er bara, dré hou konz, en des um nivéret,
Guir é, mes hun tadeu, en des bet, ind eué,
De zèbrein ur bara soéhus deit a berh Doué.

JÉSUS

Pas, Moïz nen des chet reit t’oh er guir bara
Deit ag en nean… Hannéh, me Zad hempkin er ra.

BENGABER, hag en doktoréd aral.

A ! A !

IEHANN

A ! A !Er bara-sé, Rabbi, plijéet genoh
Er rein d’emb, eit ma vou hun buhé nerhusoh.

JÉSUS

Mé é er BARA biù… En nemb e zou genein
Nen devou jamés nan… Er ré e ven kredein
Énnan, n’ou devou ket séhed. — E guirioné,
M’er lar d’oh hoah ur hueh, er bara biù, MÉ é.

BENDÉKAR

Mar nen dé ket ur fol e gleùan, soéhet on !

JÉSUS

Me gonz eit ol er ré e zou pur a galon.